Kalz amzer am-eus kollet o furchal er c'hoajou, O klask tapout un durzunel kousket war ar brankou Devet am-eus ma amors ha tennet am-eus fall, Achapet an durzunel ha nijet d'ur c'hoad all. Diouz an noz hag ar mintin e klevan al lapoused, O kana, o fredonin, da veg ar gwez pignet, Ma n'eus nikun anezo hag a bik ma c'halon, Evel mouez un durzunel o ouelan d'he mignon. Hirvoud a ran nozh ha deiz gant ar boan ha glac'har, Evel eun intanvez paour kollet ganti e far, Ma n'eus nikun anezo hag a bik ma c'halon, Evel mouez un durzunel o ouelan d'he mignon. Petra turzunel yaouank a dourmant Mont a ran da vervel